Ar Priz Turing, ACM A. M. Turing Award e anv saoznek, zo ur priz a vez deroet bep bloaz abaoe 1966 gant an Association for Computing Machinery (ACM) d'un den a zo bet diuzet goude degasadennoù pouezus ha padus war dachenn galvezadel ar stlenneg.
En enor d'ar matematikour ha stlennegour breizhveuriat Alan M. Turing (1912-1954) e voe aozet ar Priz Turing ; "Priz Nobel ar stlenneg" a vez graet anezhañ a-wechoù[1].
Ne oa ket arc'hant gant ar Priz adalek 1966 betek 2006 ; adalek 2007 e voe roet 250 000 dollar gant an embregerezhioù Intel ha Google ; abaoe 2014 e vez roet 1 milion azollaroù, gant Google hepken[2].